L´école est bâtie en 1879 par Paul Charreteur, entrepreneur de Sizun, d’après les plans de l’architecte Armand Gassis, de Châteaulin ; puis agrandie en 1909 (travaux Mazé).
1923-1924 : La municipalité de Brasparts accepte la construction d’un préau et l’amélioration des privés, cela sous la menace de séparation de Saint-Rivoal qui aura effectivement lieu en 1925. Il y a, à cette époque, 120 élèves (garçons et filles) à l’école.
1934 : des crédits sont votés pour le mur de clôture et la pompe à eau
1983 : En perte constante d’effectifs, l’école passe sous statut "d’école expérimentale bilingue" après la publication de la circulaire Savary.
2006 : Travaux de ravalement de façade. Les entourages de portes et fenêtres en brique rouge sont masqués. Les nids d’hirondelles sous le débord du toit sont préservés. |
2013 : Festivités pour les 30 ans de l’école bilingue. Des fresques sont réalisées sous la direction de Régis Bradol. |
Récits d’habitants de Saint-Rivoal au sujet de l’école.
Ar skol divyezhek
Savet oa bet an ti-skol gant Paul Charreteur e 1879, diwar tresoù ar penn-saver Armand Gassis. Brasaet oa bet an ti e 1909 evit d’ober plas d’ur c’hant bennak a vugale.
1923-1924 : Asantet oa bet gant kuzul-kêr Brasparzh sevel ur bratell ha gwellaat ar privezioù, ken nec’het ma oa bet en ur welet parrez Sant-Riwal o c’houlen e frankiz peogwir en em sante tud an dachenn-se un tammig dilesket gant ar gumun. E 1925 e teuas Sant-Riwal da vezañ kumun, gant sikour Camille Vallaux, ur skiantour anavezet diwar e levrioù douaroniezh. 120 a vugale (paotred ha merc’hed) oa d’ar poent-se er skol.
1983 : Aet oa niver a vugale izel tre d’ar mare-se, setu ma oa emgavet tud ar vugale, ar skolaerez, an aotrou-maer hag an aotrou-enseller asambles da soñjal mont war zu ar statud « skol dre esae evit an divyezhegezh » bet kinniget gant ministr an deskadurezh Savary, evit saveteiñ ar skol.
2006 : Er bloavezh-se oa bet naetaet ha livet endro mogerioù ar skol.
2013 : Evit reiñ ton da dregont vloavezh a zivyezhegezh e Sant-Riwal e oa bet goulennet digant Regis Bradol labourat gant ar vugale evit livañ panelloù diwar barzhonegoù Anjela Duval.